Le futur a déjà commencé
Trede lodenn un heuliad a bevar deulfilm, sevenet adalek skeudennoù kemeret gant an douaroniour Jean Malaurie e-kerzh e droiadoù niverus gouestlet d'ar bobl inuit. Ar wech-mañ ez eus kaoz eus tonkad Eskimoed en Alaska er Stadoù-Unanet hag e ledenez Tchoukokta en Unaniezh Soviedel; eus an doare ez int bet heñvelekaet, pep hini en e stumm hervez doareoù politikel hag ekonomikel an div vro gant un dra voutin:[nbsp] gwellaat sañset o live bevañ hag ur c'hoant politikel touellus da wareziñ o identelezh hag o sevenadur, an hengoun hag o stumm bevañ[nbsp] met ivez koll o douaroù, preizhet evit o finvidigezh.